Barrett M82
Neuz
| Barrett M82 | |
|---|---|
Barrett M82 | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Fuzuilh-resisted damaotomatek enepdafar hag enepden |
| Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre vorailh |
| Munisionoù | 12,7 × 99 mm .416 Barrett |
| Produer | Barrett Firearms Manufacturing |
| Mare sevel | 1980 |
| Mare implij | Abaoe 1982 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 13,5 kg |
| Hirder | 1 219 mm |
| Hirder ar c'hanol | 737 mm |
| Hed-tenn pleustrek | 1 800 m |
| Tizh ar boledoù V0 | 853 m/s |
| Endalc'h | Karger fiñv 5 pe 10 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Barrett M82 zo ur fuzuilh enepdafar damaotomatek savet e 1980 gant Ronnie Barrett. Implijet e vez gant arme Stadoù-Unanet Amerika ha meur a vro all abaoe fin ar bloavezhioù 1980. Savet eo bet tro-dro d'ar gartouchenn c'halloudus .50 BMG, a c'hall toullañ aes ur c'heflusker pe pezhioù kirri-nij da skouer. Implijet e vez ivez evel fuzuilh-resisted evit tizhout enebourien da ouzhpenn 2 000 metr. Un daoubez zo dezhi abalamour d'he fouez uhel (war-dro 14 kg hervez an adstummoù). Ur starderez c'halloudus a gaver ouzh beg he c'hanol evit kempouezañ hec'h argil uhel[1].
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ur Barrett M82A1 a vez implijet gant ar sniper Bob Lee Swagger er film Shooter (2007)
- er film Rambo IV e vez gwelet alies ur sniper oc'h implijout ur Barrett M82
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ur bleustradeg gant fuzuilhoù Barrett M82 war-vourzh ur vag eus an US Navy e 2013
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p.171