Mont d’an endalc’had

Beylik

Eus Wikipedia

Ur beylik (ger turkeg) zo un dachenn dindan beli ur bey.

En Istor ez eus bet daou brantad disheñvel evit pezh a sell eus ar beylikoù (pe priñselezhioù Anatolia).

Ar prantad kentañ (XIvet kantved) pa voe staliet emirelezhioù bihan turk renet gant beyed en Anatolia, betek ma renas sultanelezh seldjouk Roum.

An eil prantad (etre kreiz an XIIIvet kantved ha fin ar XVvet kantved) betek ma renas an impalaeriezh Otoman.

prantad kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude emgann Manzikert (pe emgann Malazgirt) (26 a viz Eost 1071) e voe trec’het impalaeriezh Bizantion gant an Durked seldjouk. Un emglev a voe etre impalaeriezh Bizans ha Süleyman Shah, penn ar Seldjouked. Ar re-se a stalias ur sultanelezh e Konya (ar sultanelezh Roum) gant Nikee (bremañ Iznik) evel kêrbenn (1081-1097) ha goude Ikonium (bremañ Konya) (1097-1302). Etre an div impalaerezh e voe staliet klanioù, renet gant beyed a doue ul le gwazoniezh d’ar Seldjouked.

Gant donedigezh ar Vongoled en Anatolia ha Bayju e penn o arme e rankas ar Seldjouked asantiñ dont da vezañ gwazed dezho e kreiz an XIIIvet kantved. Tennañ a reas splet ar beyed eus an darvoudoù evit disklêriañ o dizalc’hiezh e-keñver ar Seldjouked. War-dro 1300 e tizhas an Durked mor Egea hag un toullad stadoù a voe staliet a-hed ar mor Du ha mor Egea. E-touez ar beyliked-se e tiorroas buan hini an Otomaned hag a greskas gant ar brezel, an euredoù hag an arc’hant. Unaniezh Anatolia a voe peurechuet gant Süleyman Meurdezus e 1534.

Beylikoù ar prantad kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv ar beylikAnv turkegKêrbennPadelezh
Beylik ArtoukArtuklu BeyliğiDiyarbakır, Hasankeyf, Silvan, Harput, Mardin1102-1408
DanichmendedDanişmendlilerSivas, Malatya, Kayseri, Tokat, Amasya1071-1178
Mibien DilmatchDilmaçoğullarıBitlis, Erzurum1085-1192
Beylik TchakaÇaka Beyliğiİzmir1081-1098
Beylik AhlatchahlarAhlatşahlar BeyliğiAhlat1085-1192
Mibien InalİnaloğullarıDiyarbekirprantad berr
Beylik MengutchluMengüçlü Beyliği pe Sökmenliler BeyliğiErzincan ha goude Divriği1118-1252
Beylik SaltouklouSaltuklu BeyliğiErzurum1092-1202

Beylikoù an eil prantad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kartenn beylikoù Anatolia krouet goude Emgann Köse Dağ (26 a viz Even 1243)
Anv ar beylikAnv turkegKêrbennPadelezh
Mibien TadjedinTaceddinoğullarıNiksar1348-1428
Mibien AydınAydınoğullarıBirgi ha goude Ayasluğ (Selçuk)1308-1425
Mibien TchobanÇobanoğullarıKastamonu1227-1292 dindan dalc’h ar Jandarided betek ~1320
Mibien Isfendiyar pe Mibien Djandarİsfendiyaroğulları pe CandaroğullarıKastamonu1292-1462
Mibien DoulkadirDulkadıroğullarıMaraş, Elbistan1337-1522
Mibien EratnaEratnaoğullarıSivas ha goude Kayseri1326-1380
Kadi Bourhaneddin AhmedKadi Burhaneddin AhmedKayseri1381-1398 A gemer plas Mibien Eratna
Mibien EchrefEşrefoğullarıBeyşehirkreiz an XIIIvet-1322
Mibien GermiyanGermiyanoğullarıKütahya1239-1428
Mibien HamidHamidoğullarıEğirdir1300-1391
Mibien KaramanKaramanoğullarıLarende (Karaman)1256-1487
AlanyaAlanya1293-1471 Gwazed Mibien Karaman
Mibien KaresiKaresioğullarıBalıkesir1303-1345
Mibien InantchoİnançoğullarıDenizli1276-1368
Mibien MentecheMenteşeoğullarıMilas1261-1424
Otomaned (Mibien Osman)OsmanoğullarıSöğüt, Bursa, Dimetoka, Edirne hag İstanbul1302-1924
Mibien PervânePervâneoğullarıSinop1277-1322
Mibien RamazanRamazanoğullarıAdana1379-1510
Mibien SâhipataSâhipataoğullarıAfyonkarahisar1265-1341
Mibien SarouhanSaruhanoğullarıManisa1313-1410
Mibien TekeTekeoğullarıAntalya1321-1423 skourr eus Mibien Hamid

Rannvroioù Anatolia na oant ket turk betek an Otomaned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar rannvroioù-se zo chomet kristen betek o aloubidigezh gant an Otomaned.

Anv ar stadAnv turkegKêrbennPadelezh
Rouantelezh Armenia VihanKilikyaTarse ha Sis (bremañ Kozan)-1375
Impalaeriezh gresian TrebizondTrabzon İmparatorluğuTrabzon1204-1461
PhiladelphiaAlaşehirAlaşehire dalc’h marc’heien Malta betek 1390

Troet diwar pennadoù Wikipedia galleg ha turkeg