Mont d’an endalc’had

Derib

Eus Wikipedia
Derib
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSuis Kemmañ
Anv ganedigezhClaude de Ribaupierre Kemmañ
Anv-bihanClaude Kemmañ
Anv-familhde Ribaupierre Kemmañ
LesanvDerib Kemmañ
Deiziad ganedigezh8 Eost 1944 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLa Tour-de-Peilz Kemmañ
TadFrançois de Ribaupierre Kemmañ
PriedDominique de Ribaupierre Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micheraozer bannoù-treset, draftsperson Kemmañ
ImplijerSpirou Kemmañ
Keveler er sport pe el labourJob (André Jobin) Kemmañ
Prizioù resevetGouden Olifant voor gehele oeuvre Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.le-carredas.ch/auteur/derib/#main Kemmañ

Derib, Claude de Ribaupierre e anv gwir, zo ur senarioour ha treser bannoù-treset eus Suis. Ganet e oa d'an 8 a viz Eost 1944 e La Tour-de-Peilz e Suis. Tad Yakari ha Buddy Longway an hini eo.

Da zek vloaz en deus graet Derib vihan e soñj ober e vuhez eus ar bannoù-treset. Ar suisad yaouank a grog da dresañ e-giz den a vicher da 19 vloaz, e kêr Vrusel. Deskiñ a ra an navvet arz gant Peyo ha kemer a ra perzh er Schtroumpfed. Tresañ a ra un tammig a bep seurt e-barzh ar c'helaouennoù Spirou, le Journal de Tintin ha Pilote. En em varrekaat a ra bemdez war ar c'hontañ hag an tresañ. Dont a ra da vezañ mignon gant Franquin (Gaston Lagaffe, Spirou), Jijé (Jerry Spring), Roba (Boulig ha Billig) ha Bob de Moor.

Krouiñ a ra tudenn Yakari da 22 vloaz. E 1969 e teu war-wel Les Aventures de Pythagore et Cie, an dug bras barrek war ar matematik. E penn-kentañ ar bloavezhioù 1970 e krou Les Ahlalaaas, tudennoù bihan blevek ha ribardennus. Ur grouidigezh all eo Attila, troioù-kaer ur c'hi hag a oar kazoeal, bet embannet etre 1967 ha 1973[1].

E 1971 e ya da labourat gant ar gazetenn Tintin. Tresañ a ra da gentañ an heuliad Go West a-raok degouezhout en e varr gant istorioù Buddy Longway. E c'hout evit an tresañ, ar western hag ar c'hezeg en deus roet tro dezhañ d'ober eus an oberenn-mañ unan eus ar re wellañ e-touesk ar bannoù treset holl vrudet.

E 1981 e labour war ur saga hir ha realist anvet Celui qui est né deux fois diwar-benn ar sevenadur indian. Krouiñ a ra e 1988 an heuliad Red Road. Embann a ra Jo e 1991, un oberenn bennañ a 80 pajenn evit kizidikaat ar re yaouank ouzh ar SIDA.

An temoù kavet en e albomoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwrac'h eo gant an Amerindianed. Kavet e vez an tem-mañ en e oberennoù Yakari, Buddy Longway, Celui qui est né deux fois ha Red Road.

Krouiñ a ra ivez bannoù-treset evit ar yaouankizoù o dez diaezamantoù : Jo diwar-benn ar SIDA, No limits diwar-benn feulster ar re yaouank ha Pour toi Sandra diwar-benn ar gistierezh.

  • Les Ahlalaaas
  • Arnaud de Casteloup
  • Attila
  • Les Aventures de Pythagore et cie (3 tamm embannet)
  • Buddy Longway
  • Celui qui est né deux fois
  • Go West
  • L'Homme qui croyait à la Californie
  • Jacky et Célestin
  • Jo
  • No limits
  • Poulain mon ami
  • Pour toi Sandra
  • Red Road
  • Yakari

Oberennoù diwar e benn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ (fr) Attila war lec'hienn Dupuis