Flecktarn
Flecktarn ([ˈflɛktaʁn] ; "touellaozadur briket"), Flecktarnmuster ha Fleckentarn a vez graet eus ur familh touellaozadur unwiskoù brezel aozet diwar tri, pevar, pemp ha betek c'hwec'h liv. An hini implijetañ zo savet gant pemp liv disheñvel pe takad : gwer teñval, griz-gwer, gell-ruz, ha du war ur gwer sklaer pe du war rouz hervez ar saver unwisk.
An touellaozadur gant pemp liv a oa bet savet evit metoù kreiz Europa. Un doare gant tri liv anvet Tropentarn (Wüstentarn ent-ofisiel) zo bet savet evit ar metoù dezerzhel ; implijet eo bet gant Bundeswehr Alamagn en Afghanistan.
An touellaozadur orin gant pemp liv zo implijet, eilet ha kemmet gant meur a vro hervez o ezhommoù hag o hengoun.
Erlec'hiadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2016 e oa krog embregerezhioù o labourat evit al lu alaman da sevel taolioù-arnod war un unwisk gant un touellaozadur nevez, ar Multitarn diazezet war ar MultiCam stadunanat. Betek-henn n'eo ket ledan implij an touellaozadur nevez.
- Flecktarn belgiat
- M/84 danat
- M/01 danat
- Flecktarn dezerzhel, taol-arnod gall
- Flecktarn alaman
- Tropentarn alaman
- Flecktarn indiat
- Jieitai japanat
- Jieitai goañv japanat
- Jieitai dezerzh japanat
- Flecktarn wz AT 1 PLAMIAK kêrel polonat
- Flecktarn Woodland polonat Gepard
- Flectar-D rus
- "Woodland alaman" kenwerzh sinaat
- Flecktarn dezerzh kenwerzhel
- Schneetarn kenwerzhel touellaozadur erc'h
Airsoft
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez alies gant c'hoarierien Airsoft pe dreistbeverien dre ma vez aes kavout unwiskoù ha dafar Flecktarn a eil dorn ha marc'had-mat.