Mont d’an endalc’had

Formigny

Eus Wikipedia

Kumunioù Bro-C'hall
Anv Formigny
Skoed
Lec'hiadur Formigny en Arondisamant Bayeux
Riez Bro-C'hall Bro-C'hall
Rannvro Normandi
Departamant Calvados
Bro hengounel Bessin
Arondisamant Bayeux
Etrekumuniezh Communauté de communes de Trévières
Kanton Trévières
Kod INSEE 14281
Kod post 14400
Maer Daniel Tréfeu
Amzer-gefridi 2008-2014
Gorread 10,86 km²
Led 49° 20' 14" Norzh
Hed 00° 53' 52" Kornôg
Uhelder kreiz .. m
Uhelder bihanañ 2 m
Uhelder brasañ 77 m
Poblañs hep kontoù doubl 264 (2008)
Stankter 24 a./km²
Lec'hienn ar gumun

Formigny a oa ur gumun eus departamant Calvados e Bro-C'hall.

Bodet e oa gant teir c'humun all d'ar 1añ a viz Genver 2017 d'ober ur gumun nevez: Formigny-la-Bataille.

XVvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Monumant an emgann gant Arthur Le Duc

XIXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • E 1823 e voe staget kumun Véret (70 annezad e 1821) ouzh kumun Formigny (487 annezad e 1821)[1],[2] .
  • E 1858 e voe staget lodenn vrasañ kumun Engranville (228 annezad e 1856) ouzh kumun Formigny, staget e voe ar peurrest ouzh kumun Trévières[3] .

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Eil brezel-bed, miz Even 1944: dalc'het e oa ar geriadenn gant an 915vet Rejimant Troadegiezh eus an 352vet Rannlu Troadegiezh alaman (Jeneral Kraiss) . D'an 8, tro kreisteiz e c'hellas ar Gompagnunezh B eus an 18vet Rejimant eus ar Big Red One (1añ Rannlu SUAat, bet dilestret en Omaha Beach), skoazellet gant kirri hobregonet eus ar 741th Tank Battalion toullañ al linennoù alaman e Gevred Formigny; e memes mare, en Norzh, an 3vet Batailhon eus ar 115vet Rejimant Troadegiezh eus an 29vet Rannlu Troadegiezh SUAat a zeu a-benn da vont tre er vourc'h[4].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Iliz katolik Formigny e 1892
  • Iliz katolik Sant Varzhin e bourc'h Formigny, XVvet kantved[5],[6].
Chapel Sant Loeiz
  • Chapel Sant Loeiz, XVvet kantved, bet savet war goulenn kont Clermont, unan eus trec'hourion Emgann Formigny[7],[8].
  • Iliz katolik Sant Pêr en Engranville, XIIIvet kantved, dilezet[9],[10].
  • Monumant Emgann Formigny gant Arthur Le Duc[11].
  • Ouzh an ti-kêr, ur blakenn en enor d'ar 1añ ha d'an 29vet Rannluioù SUAat hag a zieubas Formigny e miz Even 1944.

Emdroadur ar boblañs 1962-2008

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An ti-kêr
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
2004 → bremañ Daniel Tréfeu Labourer-douar war e leve
? 2004 Michel Lamy
1880 1886 Pierre Aimé Le Rossignol
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ Cassini-Ehess, Fichenn kumun Formigny
  2. ↑ Cassini-Ehess, Fichenn kumun Véret
  3. ↑ Cassini-Ehess, Fichenn kumun Engranville
  4. ↑ Normandie 44 - la Mémoire
  5. ↑ Base Mérimée, PA00111350, Église
  6. ↑ Clochers de France
  7. ↑ Arcisse de Caumont, Statistique monumentale du Calvados, Levrenn 3, Arrondissements de Vire et de Bayeux, Embannadurioù Hardel, Caen, 1857
  8. ↑ Clochers de France
  9. ↑ Base Mérimée, PA00111351, Ancienne église d'Engranville
  10. ↑ Clochers de France
  11. ↑ Base Mérimée, PA14000068, Groupe sculpté de la bataille de Formigny