Mont d’an endalc’had

Hor Yezh

Eus Wikipedia

Ur gelaouenn vrezhonek trimiziek diwar-benn ar brezhoneg, ar yezhoù keltiek hag o yezhoniezh eo Hor Yezh. Krouet eo bet e 1954 gant Arzel Even, kelenner e Skol-Veur Aberystwyth. Pa varvas an diazezer e 1971 e kemeras Per Denez ar renerezh hag hemañ en deus treuzkaset ar garg da Herve ar Bihan e 1998. E 2005 e kemer perzh er bodad-lenn kelennerien Rann ar brezhoneg Skol-Veur Roazhon 2 hag un nebeud tud ouiziek, kelennerien skol-veur war o leve en o zouez. Embann a ra Hor Yezh levrioù brezhonek ivez, met distag eo diouzh Mouladurioù Hor Yezh. Kevredet int o-daou e Kuzul ar Brezhoneg.

Stensilet e oa ar gelaouenn en he deroù, goude m'en doa komprenet Pêr Denez e koustfe ker ruz lakaat moullañ ur gelaouenn ha ne c'helle ket tizhout nemet un nebeud degadoù a lennerien. Gant Jord ar Mée hag e wreg, Mari Milin, e kavas ur c'houplad emsaverien o terc'hel ur stal-kenwerzh e Roazhon a c'hellfe ouzhpennañ ur obererezh liestennañ d'o gwerzhioù all. Prestet e oa ar benveg-liestennañ da Bêr Denez, e-pad an dibenn-sizhun, evit tennañ niverennoù Hor Yezh, ha, da c'houde, Ar Bed keltiek, Preder, Skol ha Barr-Heol war Feizh ha Breizh[1]. Pa voe aet o chom Arzel Even da Gembre e voe ret dezhañ kaout stensiloù nevez postet gant ar Roazhoniz, a-raok ma vint kaset bizskrivet en-dro.

E bloavezioù 1990 ec'h erruas teknik ar stlennvoulerezh, ken ez eas ar stumm da vezañ bravoc'h, hep ma voe muioc'h a skeudennoù. Ur vent A4 (29,7 x 21 cm) a zo ganti ha bep tro e vez war-dro 50-60 pajenn e pep niverenn. E-pad bloavezhioù e veze embannet niverennoù tevoc'h ha niverennoù e-maez rummad, met ne zeue ket ken ingal hag hiziv. An niverenn mareadeg etrebroadel a zo ISSN 0769-0088.

Kavout a reer pennadoù uhel o live war istor ar brezhoneg, ar gerdarzh, yezhadur ar yezhoù keltiek, al lec'hanvadurezh, an dermenadurezh, yezhoniezh ar brezhoneg dre-vras, eskemmoù-lizhiri etre brezhonegerien ha teulioù a denn da implij kenwerzhel ha sokial ar yezh. Embannet ez eus bet meur a destenn kozh ha meur a destenn dastum (kanaouennoù, kontadennoù, pennaouiñ an troioù-lavar e pep korn-bro, renabliñ gerioù arbennik ha sevel geriaouegi. Ha ma’z eo skrivet ar gelaouenn e peurunvan e kaver pennadoù gant blaz ar rannyezhoù (gwenedeg da skouer) ha meur a destenn wenedek a zo bet embannet. Kavout a reer div rubrikenn a-bouez, an notennoù yezh ha lec'hanvadurezh hag an notennoù lenn.

Skridaozerien bennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ Displeget en deus abegoù ha doareoù al liestennañ e 1987 Pêr Denez da geñver embannadur kant-hanterkantvet niverenn Hor Yezh.

Levrioù embannet a-berzh kelaouenn Hor Yezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrioù a zo bet embannet dindan anv Hor Yezh ha gant un niverenn-embann ispisial (910699) ha pa n'eo ket ar memes ti-embann, Mouladurioù Hor Yezh a zo an niverenn-embann 86863 dezhañ.
Deuet eo da vezañ posubl embann an unskridoù pa c'hellas pennoù ar gelaouen pourchas "skriverezioù elektronek", da lavared eo mekanikoù skriverezañ a c'hell enrollañ testennoù. Aesoc'h e voe treuzskrivañ pennadoù evit ar gelaouenn ha pennadoù a-ziforc'h, levrigoù ha levrioù hir da c'houde.

1973
  • Meavenn, Ar follez yaouank, 48 p. Embannadur kentañ war Gwalarn. Danevell.
  • Yeun ar Gow, Ur galedenn a zen, 29 p. Danevell.
1979
  • Gwennole ar Menn, Le dictionnaire breton de Harinquin : Geriadur Harinquin (1699), 81 p. Liestennet. Yezhoniezh.
1980

Pêr Denez, Skridoù brezhonek, skeudennoù ganr R. Kernez, 1O1 p. Antologiez.

1981
  • Goulven Jacq, E gwinieg an Tad, kentskrid gant Pêr Denez, 105 p. Emvuhezskrid.
1982
  • Ernest ar Barzhig, Eñvorennoù ur barzhig, 16 p. Lieskrivet. Emvuhezskrid.
1983
  • Yann-Fañch Jacq, Eus an tu all, 62 p. Danevell.
  • Mari Bernard ; Bernadette Troadeg, Ar vuhez war ar maez, eñvorennoù aozet gant Yann-Erwan Kemener, p. Emvuhezskrid.
1984
  • Pêr Salaun, Doare tieien e Tregourez diwar ar paper timbr, 75 p. Istor Tregourez.
  • Gabriel Louis Guilloux, Grand dictionnaire français-breton des dialectes de Vannes. 1 : A-E, 120 p. Yezhoniezh.
1985
  • Jorj Belz ; Fañch Desbordes, Sonamb get en Drouzerion. 1 : 100 sonenn a Vro-Gwened, 117 p. Kanaouennoù-pobl.
  • Jorj Belz ; Fañch Desbordes, Sonamb get en Drouzerion. 2 : 100 sonenn a Vro-Gwened, 121 p. Kanaouennoù-pobl.
  • Yves Le Gall, Oberoù an Aotroù Gall, 281 p. Dibab testennoù.
  • Francisco Cândido Xavier, E bro ar richer c'hlaz, troet gant Goulven Jacq, 178 p. Prederouriezh.
  • Erwan Berthou, En Bro-Dreger a-dreuz parkoù: gizioù, boazioù, skouerioù , 92 p.ISBN 2-86863-005-7. Emvuhezskrid.
1986
  • Kendalc'h keltiek etrevroadel : Lannuon 18-25 a viz Gouere 1981, 143 p. Darempredoù etrebroadel. Priz Langleiz 1989.
1987
  • Frañseza Kervendal, Un aod… ur galon, 157 p. Emvuhezskrid.
  • Arzel Even, Istor ar yezhoù keltiek. 1, 210 p. Liesskrivet. Yezhoù keltiek
  • Roperzh ar Mason, Le vannetais unifié : prononciation, grammaire et vocabulaire, 23 p. Eiladur al levrig embannet e 1943 gant Skridoù Breizh.
  • Frederic Mistral, Nerto, troet diwar ar provañseg gant R. Pradig, 146 p. Barzhoniezh okitanek provañsek.
1988
  • Gabriel Louis Guilloux, Grand dictionnaire français-breton des dialectes de Vannes. 2 : A-O, 102 p. Yezhoniezh.
1989
  • L'instruction du peuple breton par le breton et l'œuvre de "Gwalarn", 29 p. Eiladur al levrig embannet e 1928 gant Les Éditions de Gwalarn, 17 ru Algésiras, Brest (chomlec'h faos).
  • François-Marie Balanant, Taolennoù ar mision displeget gant an Ao. Balanant, 28 p. Adembannadur al levr. de Kerangal, Kemper, 1899. Relijion.
  • Élisabeth Coin, Revue de Bretagne et de Vendée : studiadenn war ar gelaouenn eus 1857 da 1886 hag un dibab barzhonegoù ha pennadoù brezhonek ha gallek, 374 p.
  • Jean Hingant, Yezhadur Hingant : Éléments de grammaire bretonne par l'abbé J. Hingant 1868, 236 p. Yezhoniezh.
1990
1991
  • Claude an Du, Histoire d'un interdit : le breton à l'école. ISBN 2-910699-41-2. Adembannet e 2000.
  • Berc'hed Corne, Mélanie : ur vuhe e Groay, 116 p. Buhezskrid.
  • Roparzh Broudig, Gwrez an Trovanoù, 144 p. Danevell-beaj mor.
  • Yann-Eozen Jarl, Mentoniezh ha jedoniezh. 3, Eilvet klas : pleustradadennoù, 54 p. Skiantoù matematik.
1992
  • Dik Trevan (Richard Hughes Williams), Marvailhoù ar vengleuz, troet diwar ar c'hembraeg gant Fañch Elies Abeozen, 164 p. Buhezioù ar vengleuzerien e Kembre.
  • Gwion Létard-Morliguen, Ar gwag war ar c'hro : barzhaz, 51 p. Barzhoniezh.
  • Danevelloù iwerzhonek, lakaet e brezhoneg gant Roparz Hemon, 110 p. Danevelloù.
  • Ivonig Pikard, Er Fouilhez gwechall, kentskrid ha dibab barzhonegoù gant Gwendal Denez, 118 p. Barzhoniezh.
  • Gabriel Louis Guilloux, Grand dictionnaire français-breton des dialectes de Vannes. 3 : P-Z, 120 p. Yezhoniezh.
1993
  • Jakez Riou, Barzhonegoù, 27 p. Barzhoniezh.
  • Yann Ezel, Askornouriezh, 147 p. Mezegiezh.
  • Merwenn Rumpaot, Komprenit esperanteg! - Komprenu esperanton!, 198 p. Deskiñ an esperanteg dre ar brezhoneg.
  • Herri Gheon, Torfed ar Frer Juniper, lakaet e brezhoneg gant Jakez Riou, 28 p. C'hoariva.
1994
1995
1996
1997
  • Aline Gleoneg, Heol an ed-tu, 165 p. Romant.
  • Roparz Hemon, Barzhaz dianav ha barzhaz troet, 183 p. (ISBN 9782910699215). Barzhoniezh.
  • François Prigent, Plouganoù va bro, 134 p. ISBN2-910699-19-6. Emvuhezskrid.
  • Pêr Denez, Brezhoneg, buan hag aes. Patrom:ISBN9782910699222. Deskiñ ar brezhoneg dre ar galleg.
  • Pêr Denez, Pa ne varver ket en aner, 184 p. Dibab danevelloù e yezhoù estren.
  • Thierry Châtel, Buhez hag oberoù Erwan Vertoù-Kaledvoulc'h (1861-1933), 184 p. (ISBN 782910699208) . Diwar an tezenn soutenet dirak Slol-veur Roazhon 2. Emvuhezskrid ha dibanb testennoù.
  • (es)Pêr Denez, Brezhoneg… buan hag aes - La lingvo bretona… rapid kaj facil, troet e esperanteg gant Merwen Rumpaot, ilustrajoj de Nono, 256 p. (ISBN 9782910699222).
    1998
  • Roparz Hemon, An ti a drizek siminal. ISBN 978-2-910699-27-7. Romant-polis.
  • Roparz Hemon, Santez Dahud, 75 p. (ISBN 9782910699291). Danevell.
  • Pêr Denez, Yezh ha bro. Dastumad arnodadennoù embannet e kelaouennoù. Pennadoù war ar stourm, prederiadennoù war ar yezh, kelenn ar yezh, Skol Ober, Roparz Hemon, ar bed keltiek, Iwerzhon, chadenn didorr ar brezhoneg.
  • Roparz Hemon, Furnez ha faltazi, danevelloù skrivet pe droet gant Roparz Hemon, 128 p. (ISBN 9782910699260). Danevelloù.
  • Gérard Cornillet, Kroaz ar Vretoned, 170 p. Kelaouennerezh.
1999
2000

Tremenet da gatalog Barn ha Skrid war boutik enlinnenn Kuzul ar Brezhoneg

2001
  • Lewarc'h Hen, Canu Llywarch Hen = Barzhoniezh Lewarc'h Hen, troet gant Klerg (eil embannadur reizhet ha kresket), embannet gant ar skrid orin diazezet gant Ifor Williams, raklavar gant Yan-Bêr Piriou, 136 p.(ISBN 9782910699444). 2000 war ar golo. Barzhoniezh gembraek.
  • Yeun ar Gow, Skridoù : eñvorennoù oad gour, barzhonegoù. Patrom:ISBN9782910699420.
  • (ca)Pêr Denez, Brezhoneg … buan hag aes = El bretó ràpid i fàcil, azazaet gant Immaculada Fabregas i Alegret, skeudennet gant Nono, 256 p. 9782910699468. Deskiñ ar brezhoneg dre ar c'hatalaneg.
2005
  • Haroutioun Mertchian, Steudad an Ankoù : eñvorennoù un Armenian da vare an ouennlazhadeg, 176 p. (ISBN 9782910699475). Emvuhezskrid.
  • Stratis Doukas, Istor ur prizoniad, troet diwar ar c'hresianeg gant Alan Botrel, 80 p. ISBN 2-9525135-1-1. Emvuhezskrid.
  • Alan Botrel, Govel an dremmwelioù, 202 p. ISBN 2-9525135-3-1. Barzhoniezh.
2007
  • (cy)Rhisiart Hincks, Pawb yn ei baradwys yn ei uffern ei hun: y dref a'r ddinas mewn barddoniaeth lydaweg, 202 p. (ISBN 9782910699482)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.