International MaxxPro
| Iskevrennad eus | karbed fiñvusted troadegiezh, mine-resistant ambush protected vehicle |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 2007 |
| Brezel | Brezel Irak, aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022 |
| Oberataer | United States Army |
| Saver | International Motors |
| Treset gant | International Motors |
An International M1224 MaxxPro zo ur c'harbed stourm hobregonet doare MRAP (Mine-Resistant Ambush Protected) savet gant ur skourr eus an embregerezh stadunanat Navistar International, anvet Navistar Defense ha gant an embregerezh israelian Plasan Sasa, en deus ijinet hag a sav an hobregon[1]. Ar c'harbed a zo bet savet evit bezañ lakaet e servij resis er program Mine Resistant Ambush Protected vehicle, sevenet gant Korf Fuzuilhourien-vor ar Stadoù-Unanet (USMC), met ivez gant ar program damheñvel gant an US Army anvet steuñv Medium Mine Protected Vehicle[2].
Ar c'harbedoù MRAP a zo rummataet en ur rummad 1 pe en ur rummad 2, hervez an implij ha spas al lodenn dezougen soudarded. Navistar a brodu ar MaxxPro en daou rummad, met an darn vrasañ a vez gwerzhet eo ar c'harbedoù eus ar rummad 1. Ar MaxxPro Plus model a zo dafaret gant peder rod a-dreñv evit galloudusaat an nerzh dezougen, evit ar stummoù klañvgarr pe evit ar stumm hobregonet EFP.
Stumm diwezhañ ar c'harbed o vezañ produet eo an hini MaxxPro Dash, hag a zo ur stumm bihanoc'h ha skañvoc'h eus ar rummad 1. Ar stummoù Plus ha Dash a implij ar c'heflusker MaxxForce 10 gant 375 marc'h-nerzh, e plas an DT 530 gant 330 marc'h-nerzh, implijet war ar stumm diazez kentañ bet produet.