Mont d’an endalc’had

Jean Graton

Eus Wikipedia
Jean Graton
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJean Graton Kemmañ
Anv-bihanJean Kemmañ
Anv-familhGraton Kemmañ
Deiziad ganedigezh10 Eost 1923 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNaoned Kemmañ
Deiziad ar marv21 Genver 2021 Kemmañ
Lec'h ar marvBrusel Kemmañ
PriedFrancine Graton Kemmañ
BugelPhilippe Graton Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micheraozer bannoù-treset, comics creator Kemmañ
Tachenn labourbannoù-treset Kemmañ
Deroù ar prantad labour1949 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour2004 Kemmañ
Oberenn heverkMichel Vaillant, Julie Wood Kemmañ
LuskadSchool of Brussels Kemmañ
TachennFranco-Belgian comics Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Jean Graton

Un treser ha senarioer bannoù-treset eo Jean Graton. Ganet e oa d'an 10 a viz Eost 1923 e Naoned. Krouer an heuliadenn Michel Vaillant an hini eo.

Dizoleiñ a ra Jean Graton ar sportoù dre glefusker dre micher e zad, komiser Klub marc'hoù-tan Naoned. Soñj en deus dont da welout 24 eurvezh ar Mañs gantañ pa eo yaouank tout. Dleout a ra ar Jean bihan labourat abred evel deskard junter betek 1943. Annezañ a ra e Brusel e 1947 (24 bloaz eo), un TGM junter gantañ nemetken. Labourat a ra e embregerezhioù bevaat ha bruderezh. Kregiñ a ra e 1951 da skeudennaouiñ Les Belles Histoires de l'oncle Paul a zo embannet er Journal de Spirou a-drugarez da Jean-Michel Charlier. Lakaat a ra e anv evit tresañ er Journal de Tintin ha embann a ra ennañ e dresadennoù kentañ e 1953. Lod anezho diwar-benn ar sport hag ar c'hirri zo embannet gant Le Lombard dindan an titl Ca c'est du sport ! e 1957.

Krouiñ a ra er memes bloaz an dudenn Michel Vaillant, e miz C'hwevrer. E 1959 eo embannet an albom kentañ gant Le Lombard. E wreg Francine a sikour anezhañ en ul livañ an tresadennoù. Homañ a zo senarioourez an heuliadenn Les Labourdet krouet espres kaer evit ar merc'hed e 1966. E 1972 eo krouet an heuliadenn Julie Wood.

Diazezañ a ra gant e vab Philippe Graton an ti-embann Graton Editeur e 1982. Krouiñ a reont e 1995 an heuliadenn Dossiers Michel Vaillant, pep albom dezhi dediet d'ur bleinier brudet. Krouiñ a reont e 2000 an heuliadenn Palmarès Inedit, tresadennoù Jean Graton eus ar bloavezhioù 1950-1960 enni. Sikouret eo ivez gant e vab Philippe evit azasaat Michel Vaillant d'ar sinema. Philippe Graton a zo e karg ar senariooù abaoe 1994 bremañ. Gurval ha Jean-Claude zo graet eus e vibien all.

War e leve emañ abaoe 2004, o vezañ o chom e departamant Var.

  • e 1986 : Festival Bannoù-treset Morzine Avoriaz, priz a-ziforc'h "Le sport : Une oeuvre, un Auteur"
  • e 1989 : Festival Bannoù-treset Han-sur-Lesse e Belgia, "Prix spécial d'exception pour l'ensemble de son oeuvre"
  • e 2004 : priz meur an arzh e-pad Festival ar c'hirri
  • e 2005 : anvet eo "Marc'heg Urzh Leopold" gant Belgia.

E oberennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar sportoù kirri

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sot eo Jean Graton gant ar sportoù dre geflusker, abalamour d'e vugaleaj e Naoned. Aet eo diwezatoc'h da sellout ouzh redadegoù kirri. Ober a ra anaoudegezh gant meur a vleiner. Isañ a ra e heuliadennoù bannoù-treset bleinerien zo da zibab ar micher-mañ.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • heuliad pajennadoù BT evit ar journal de Spirou : Les belles histoires de l'Oncle Paul (24 istor embannet e 12 albom e 1953-1954)
  • Ca, c'est du sport ! (1 album, 1957)
  • heuliadenn Michel Vaillant. E heuliadenn vrudetañ an hini eo, 96 albom enni, er Journal de Tintin abaoe 1957.
  • heuliadenn Les Labourdet (9 albom eus 1967 da 2008)
  • Un exploit de Michel Vaillant (1 albom, 1972)
  • heuliadenn Julie Wood (12 albom, eus 1976 da 1980)
  • Dossiers Michel Vaillant (9 albom, 1995-2008)
  • Palmarès inédit (6 albom, 2000-2006)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]