Mont d’an endalc’had

Kristian Brisson

Eus Wikipedia
Kristian Brisson
Anv ofisiel Christian Brisson
Obererezh Skrivagner
Ganedigezh 1927
Ivry-sur-Seine,
Bro-C'hall Bro-C'hall
Marv 25 Genver 2013
Plougastell-Daoulaz,
Kernev Kernev, Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Enorioù Priz Langleiz e 1984

Kristian Brisson (Ivry-sur-Seine, 1927 – Plougastell-Daoulaz, 25 a viz Genver 2013) zo bet kelenner ha skrivagner brezhonek.

Ganet e oa bet en Ivry-sur-Seine (Val-de-Marne) e 1927. E dud a oa eus Konk-Kerne. Bet eo bet o chom en Ivry hag e Konk-Kerne pa oa bugel ha krennard. Goude-se e oa deuet da chom da Roazhon, da Sizun ha da Blougastell-Daoulaz.

Tri bugel en deus bet, ur verc'h ha daou vab. E verc'h a zo skolaerez e Diwan.

C'hoant en dije bet da vezañ skrivagner pe sonaozer. N'eo ket bet sonaozer peogwir n'en doa ket gellet ober studioù war an danvez-se. Desket en deus seniñ ar piano hag an ograoù memestra. Seniñ a ra egant an ograoù evit ar barrez, evit heuliañ kantikoù. Plijout a rae ar sonerezh klasel dezhañ.

Un diplom en deus bet, ar Brevet Élémentaire evit bezañ skolaer. Setu eo bet skolaer e Roazhon e-pad pemp bloaz ha goude-se kelenner cours complémentaire e Sizun ha war ar saozneg hag ar brezhoneg e Plougastell.

Desket en deus lenn ha skrivañ brezhoneg gant Skol Ober a oa dalc'het d'ar c'houlz-se gant Marc'harid Gourlaouen. Ne oa ket aes evit ur paotr n'en doa klevet ken nemet brezhoneg Konk-Kerne.

Graet en deus war-dro ar Bleun Brug gant Visant Seite. E 1984 ez eas da chom e Trelevenez evit diazezañ ar gumuniezh katolik vrezhonek Minihi Levenez. D'ar mareoù-se e tibabas adalek neuze embann e levrioù er skritur peurunvan e ti Mouladurioù Hor Yezh[1].

Bet eo alies ivez e stajoù KEAV kerkent ha goude ar brezel.

Kroget e oa da skrivañ e galleg pa oa war-dro daouzek vloaz ha p'en doe un anaoudegezh mat-a-walc'h eus ar yezh, en doa dibabet skrivañ e brezhoneg en enor d'e dud-kozh, evit enoriñ ar yezh a oa tomm e galon outi hag evit difenn anezhi. Tost-tre e oa ouzh ar brezhoneg ha spi en doa e chomfe bev ma befe tud yaouank tost dezhi ivez ha prest d'ober gant ar yezh en o buhez pemdeziek. Skrivet en deus betek e varv. Barzhonegoù en doa skrivet dreist-holl pa oa krennard. Goude-se e skrivas romantoù, danevelloù ha barzhonegoù.

E levr kentañ a oa Ar Reder-Mor hag a zo bet embannet gant Brud Nevez. Skrivet en deus en-dro da zaouzek levr embannet holl gant Mouladurioù Hor Yezh, rak hervez Visant Seite ne oa ket poblek a-walc'h e skridoù evit bezañ embannet gant Brud Nevez[2].

Gant Ar Genkiz e voe entanet-tre gant ar pezh a skrive, gant an tudennoù. Laosket en doa e ijin hag e faltazi d'en em zispakañ. Goude ne skrive mui a varzhoniezh met lakaat a rae barzhoniezh en e romantoù.

Un den e oa hag a blije dezhañ mont goustadik ha da straniñ, zoken en e skridoù. Plijout a rae dezhañ deskrivañ ar mor, an dour.

E bal evel skrivagner e oa klask lakaat an dud da vont an eil re e darempred gant ar re all, lakaat ar peoc'h etrezo, pe c'hoazh karantez pe vignoniezh. Evitañ e-unan e skrive. Un doare e oa da lavarout dre skrid ar pezh ne zeue ket a-benn da lavarout dre gomz. Feiz kristen a oa ennañ met ne gomze ket eus relijion en e levrioù. Tud zo a lavar e vez santet memes tra. Un den abaf e oa kentoc'h, a veze bamet gant an traoù brav. C'hoant en deveze da rannañ kement-se gant an dud all.

Diwar-benn danvez e levrioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-wechoù e vez lavaret ez eo diaes kompren pep tra en e skridoù. E doare brezhonek ar film Au Bistro du Coin ("Tavarn ar C'horn") (2011) e lavarer diwar-benn un paotrig abred : "Lenn a ra levrioù Kristian Brisson ha kompren a ra pep tra."

Barzhonegoù en deus skrivet da gentañ, hag embannet int bet e kelaouennoù zo : Bleun Brug, Brud Nevez, Al Liamm... Ha buan-tre en deus bet c'hoant da skrivañ danevelloù ha romantoù. Klask a ra implijout ur yezh yac'h ha pinvidik, gant barzhoniezh, darempredoù etre an dud, tud yaouank peurliesañ. Klask a ra ivez deskrivañ ar broioù evel Breizh, ar mor ha broioù all Europa en deus bet tro da weladenniñ. Santadurioù kreñv a glask lakaat ivez.
Skrivet en deus un toullad romantoù evit ar grennarded, daou zo bet embannet betek-henn.

Brezhoneg
  • Ar reder-mor, danevell, Brud Nevez,1982.
  • E gwasked va bod, barzhonegoù, Emgleo Breiz, 1985.
  • Skeud, romant, Mouladurioù Hor Yezh, 1985 (Priz Langleiz).
  • Kelc'h diwar gelc'h, romant, Mouladurioù Hor Yezh, 1990.
  • Kantreadennoù Gwennole an divroad, romant, An Here, 1993.
  • Moger an noz, romant, Mouladurioù Hor Yezh, 1993.
  • Gwenn, e-harz ar Menez Mouk, romant, Mouladurioù Hor Yezh, 1995.
  • Lapous an donvor, danevelloù, Mouladurioù Hor Yezh, 1997.
  • Genkiz, romant, Mouladurioù Hor Yezh, 2000.
  • Al lenn, romant, Mouladurioù Hor Yezh, 2001.
  • Dassked, romant, embannadur prevez, 2006.
  • Lestr o hiraezh, romant,Mouladurioù Hor Yezh, 2008.
  • Tangi hag ar c'hazh-koad, danevell, TES, 2008.
  • Keuz ha kerse, romant, 2009.
  • Maner an aod, TES, 2011.
  • Ar gouvidi, Mouladurioù Hor Yezh, 2012.
Galleg
  • Villes Encloses, diwar Moger an Noz, Société des Ecrivains, 2005.
Kenlabour

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ Emglev an Tiegezhioù, 26/01/2013. Kavet : 12/09/2026.
  2. ↑ Ya, niverenn 190, 23 a viz Genver 2009