Mont d’an endalc’had

Louis Adrian

Eus Wikipedia
Louis Adrian
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanLouis Kemmañ
Deiziad ganedigezh29 Eost 1859 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMetz Kemmañ
Deiziad ar marv8 Eost 1933 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Lec'h douaridigezhCimetière de Genêts Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherijinour Kemmañ
Bet war ar studi eÉcole polytechnique Kemmañ
Grad miloureljeneral Kemmañ
Diellaouet gantServij istorel an Difenn Kemmañ
Prizioù resevetGrand Officer of the Legion of Honour, Concours général Kemmañ
An Tok-houarn Adrian

Ar jeneral divizion Auguste Louis Adrian, ganet d'an 29 a viz Eost 1859 hag aet da Anaon d'an 8 a viz Eost 1933, a oa un ofiser en tirlu gall. Bet e oa o labourat da gentañ evel ijinour en ur sevel savadurioù evit an arme e Bro-C'hall ha Madagaskar. E 1898 e voe lakaet da gelenner evit ar pourveziñ milourel, hag e 1907 e voe lakaet da rener ar pourveziñ gant ur gefridi diazez hag a oa talañ ouzh ar goubrenerezh. Aet e oa skuizh gant ar post-se ha mont a reas war e leve e 1913.

Adrian a oa distroet el lu pa oa tarzhet ar C'hentañ Brezel-bed ha sikouret en devoa da aozañ an taksioù implijet evit kas soudarded e-kerzh Kentañ emgann ar Marne. Goude-se e voe karget da vezañ penn pourvezadur an unwiskoù, an dilhad milourel hag hobregonoù. Goulennet e oa bet groñs outañ gwellaat ar pourveziñ anezho e-kerzh ar goañv. En ur labourat war an hobregonoù en doa ijinet un doare hobregon da lakaat dindan ar c'hepi. Adrian en doa ijinet goude-se an tok-houarn Adrian milbrudet, hag en doa bet ur perzh bras evit zigreskiñ an niver a soudarded gloazet ha marvet diwar gloazadennoù en o fenn e-kerzh brezel an trancheoù. E fin ar brezel e oa bet karget gant brasjediñ na pelec'h e oa kuzhet kanolioù Pariz implijet gant an Alamanted evit kanoliañ ar gêr-benn. Aet e oa war e leve er bloavezh 1920.