Mont d’an endalc’had

Marie Tharp

Eus Wikipedia
Marie Tharp
Marie Tharp e 1968
Ganedigezh30 a viz Gouere 1920
Ypsilanti, Michigan
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Marv23 a viz Eost 2006 (86 vloaz)
Nyack, New York, SUA
Broadelezh Stadunanat
StummadurOhio University
University of Michigan
University of Tulsa
MicherioùDouarourez
Moroniourez
EnsavadurioùLamont-Doherty Earth
Observatory Columbia University
PennoberennLec'hiadurezh strad ar morioù
Strad morioù an Douar evel muzuliet gant M. Tharp ha B. Heezen

Marie Tharp, ganet d'an 30 a viz Gouere 1920 en Ypsilanti (Michigan) ha marvet d'an 23 a viz Eost 2006 e Nyack (Stad New York), a oa un douaroniourez, ur gartennourez hag ur voroniouriez stadunanat.

A-drugarez d'he labourioù dreist-holl eo bet degemeret teorienn tektonik ar plakennoù gant kumuniezh skiantoù an Douar.

Familh ha yaouankiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mamm Marie Tharp a oa Bertha Louise Tharp, kelennerez alamaneg ha latin. He zad a oa William Edgar Tharp, ur muzulier implijet e Departamant labour-douar ar Stadoù-Unanet.

Alies e heulie Marie he zad en e labour, ha deskiñ a reas neuze ar gartennouriezh. Alies ivez e tiloje ar familh abalamour da vicher an tad. Pa’z eas he zad war e leve e 1931 e oa bet skoliataet Marie Tharp en ouzhpenn 20 skol publik en Alabama, Iowa, Michigan hag Indiana.

Dilojañ a reas ar familh er memes bloavezh en un ti-feurm e Bellefontaine (Ohio). Un nebeud amzer goude e tapas ar plac'h yaouank un diplom lise.

Studiadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diplomet e voe Marie Tharp war ar saozneg hag ar sonerezh e 1943 gant skol-veur Ohio. Er bloaz war-lerc'h e kendalc'has gant he studi war an douarouriezh e skol-veur Michigan, en ur heuliañ ur programm miret evit ar merc’hed. Studiañ a reas an douarouriezh frammadurel, ar c'houelezennouriezh hag ar vaenoniezh[1]. Unan eus ar maouezed kentañ degemeret en douarouriezh e oa.

Kregiñ a reas da labourat evel douarourez evit ar gompagnunezh tireoul Stanolind, en Oklahoma. Er memes koulz e voe diplomet war ar matematik e skol-veur Tulsa e 1948. Er memes bloavezh e krogas da labourat e departamant douarouriezh skol-veur Columbia evel skoazellerez-enklaskerez gant William Maurice Ewing en e arnodva. Labourat a reas eno betek e leve, e 1982[2].

A-raok labourat war kartennoù topografiezh strad ar morioù, Marie Tharp ha Bruce C. Heezen a voe karget da luc'hskeudenniñ strad ar morioù evit sikour da gavout korfoù kirri-nij bet diskaret e-kerzh an Eil Brezel-bed. Dizoloet e voe ganto kalz a draoñiennoù don toullet e foñs ar mor, e lec'h ma c'halle listri-spluj eus an US Navy bezañ peñseet. Dizoleiñ a rejont ivez pelec'h ha penaos e veze torret ar funioù treuzatlantel[3].

E 1952 e tisklêrias Marie Tharp e oa un draoñienn, ar rift, en ahel ar geinenn greizmeurvor[4][5]. An hini gentañ o verzout an dra-se e oa.

Marie Tharp a gomprenas neuze e ziroud pennoù eus ar bluskenn douarel, met abalamour d'ar revelouriezh d'ar mare-se e voe da gentañ sellet ouzh an deorienn-se e giz « un hêrezh skiantel ». Bruce C. Heezen a respontas ouzh ar prouennoù degaset gant e genseurtez en ur lakaat anezho da « draoù merc'hed ».

Betek 1965 ne gemeras Marie Tharp perzh e kefridi ebet eus an 33 ergerzhadenn dastum titouroù graet gant Heezen e bourzh ar Vema, ul lestr-enklask d'al Lamont Doherty Geological Observatory. C'hoazh ur wech abalamour da revelezh lazhus ar mare-se, ne oa plac'h ebet aotreet da sevel e bourzh al listri-enklask rak soñjal a rae un darn eus ar baotred e veze gwallzarvoudoù pa veze ur vaouez war vourzh.

Karget e voe neuze Marie Tharp da jediñ, da gompren ha da welet ar roadennoù dastumet gant Heezen. A-benn ar fin, e 1965, e c'hellas Marie ambroug Heezen war vor.

E 1997 e voe lakaet Marie Tharp gant Library of Congress e-touez pevar c'hartennour(ez) pennañ an XXvet kantved[6]. Krouet e oa bet en hec'h enor ar post kelennerez enklask Marie Tharp Lamont[7].

E 2015 e voe anvet gant an International Astronomical Union (Unvaniezh Etrebroadel ar Steredoniezh) ur c'hrater loarel en hec'h enor : ar c'hrater Tharp[8].

Marie Tharp ha Bruce Heezen o labourat e 1968

E 2021, ur vedalenn en anv Marie Tharp a voe krouet gant an European Geosciences Union / EGU (Unvaniezh Europa an Douarskiantoù), diwar c’houlenn izili ar rann Tektonik ha douarouriezh frammadurel evit bezañ resisoc'h, evit enoriñ anezhi. Pal ar vedalenn-se eo anavezout ar perzhioù skiantel pouezusañ e-keñver framm goueled ar mor hag an argerzhoù tektonek ha douarouriel. Evel-se e c'hall ur skiantour·ez bezañ anvet gant izili an EGU, a c'hall dereiñ ar vedalenn dezhañ/dezhi evit garedoniñ raktresoù.

  1. ↑ (fr) Marie Tharp, l’océanographe sans navire, Le Temps,‎ 5 a viz Eost 2021
  2. ↑ (en) FOX Margalit, Marie Tharp, Oceanographic Cartographer, Dies at 86, New York Times, 26/08/2006 (lennet d'an 29/07/2025)
  3. ↑ (en) EVANS Rachel, Plumbing Depths to Reach New Heights - Marie Tharp Explains Marine Geological Maps, Library of Congress, miz Du 2002
  4. ↑ « Les dorsales », war ifremer.fr
  5. ↑ (fr) Nina Strochlic, Sara Manco, Les pionnières, National Geographic France, niv. 246,‎ miz Meurzh 2020, p. 108-129
  6. ↑ (en) Earth Institute, Join Us in Celebrating #MarieTharp100, war State of the Planet, 23 a viz Gouere 2020
  7. ↑ (en) Marie Denoia Aronsohn, Lamont's Marie Tharp: She Drew the Maps That Shook the World, war State of the Planet, 27 a viz Gouere 2020
  8. ↑ (en) Tharp, war Gazetteer of Planetary Nomenclature, NASA