Mont d’an endalc’had

Niver

Eus Wikipedia

Un niver zo un draezenn vatematik implijet da gontañ ha da vuzuliañ ; niveroù a anver « pemp, « kant seizh » , da skouer. Ur sifr a reer eus an arouezenn a dalvez da skrivañ un niver : gant ur sifr hepken ez arouezier « pemp » ("5"), gant tri sifr e reer evit aroueziañ « kant seizh » ("107...").

En implij pemdeziek e c'hall ar ger "niver" talvezout evit anv ar meiziad difetis, un arouezenn a dalvez da skrivañ (reishoc'h eo komz eus "sifr(où)", pe ar ger a dalvez d'hec'h envel (an niver tri). Ouzhpenn o implij da gontañ pe da vuzuliañ e c'hallont bezañ implijet, da urzhiañ un dra bennak (niverennoù a-steudad : <math">0, 1, 3, 5, 7"</math>...) hag er c'hodoù (sellet da skouer ouzh an niverennoù pellgomz pe an ISBN).

Er matematik eo bet astennet termenadur an niver betek niveroù evel zero ("0"), an niveroù leiel ("−9"), an niveroù poellek pe feurek ("5/8"), an niveroù anfeurek ("2"), hag an niveroù kemplezh ("23+i6").

Ar seurtoù niveroù disheñvel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Seurtoù niveroù disheñvel a vez implijjet alies. Gallout a reer o renkañ e rummadoù matematik anvet « reizhiadoù niveroù ». (Da ouzout hiroc'h diwar-benn an doareoù disheñvel da skrivañ niveroù, evel an niveradur roman, sellet ouzh reizhiadoù niveroù.)

Un elfenn zifetis (c'houbar) eo an niver, gantañ e vez deskrivet ur c’hementad en un doare resis.

E-keñver an istor int degouezhet en urzh-mañ :

N’eo ket dic’hortoz-kaer an dra-se : eus an doare da vuzuliañ e teuomp da teknikoù danzeet-fin.

Ar c’hompren eus harz an niveroù feurek, hag eus ar red d'an niveroù gwerc'hel a voe glac’harus evit ar bitagorisianed, hervez kont e voe fin ar Skol-se gant kement-se…