Mont d’an endalc’had

Plijidi

Eus Wikipedia
Plijidi
Maen-hir Kaelouan.
Maen-hir Kaelouan.
Anv gallek (ofisiel) Plésidy
Bro istorel Treger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Boulvriag (betek 2015)
Kallag (abaoe 2015)
Kod kumun 22189
Kod post 22720
Maer
Amzer gefridi
Guy Gautier[1]
2020-2026
Etrekumuniezh Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Gwengamp
Poblañsouriezh
Poblañs 563 ann. (2023)[2]
Stankter 22 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 26′ 54″ Norzh
3° 07′ 14″ Kornôg
/ 48.4483333333, -3.12055555556
Uhelderioù kreiz-kêr : 120 m
bihanañ 95 m — brasañ 268 m
Gorread 25,79 km²
Lec'hiañ ar gêr
Plijidi

Plijidi zo ur gumun eus Breizh, e Bro-Dreger, e departamant Aodoù-an-Arvor.

  • Lec'hiet eo ur pemzek kilometr bennak er c'hreisteiz da Wengamp, ur seizh kilometr bennak eus Boulvriag hag a zo er c’hornôg. Ar parrezioù all e-kichen a zo Sant-Rien, Sant-Pever, Senven-Lehard, Sant-Konan ha Magor. Emañ Plijidi war harzoù Bro-Gerne er su ha Bro-Oueloù er reter.
  • Lec'hiet eo Plijidi evel Gwengamp war bladenn Pentevr. He gorread a zo 2 579 ha. Treuzet eo gant an Trev, ur stêr a rae an disparti etre Plijidi-Treger, ar Plijidi a-vremañ, ha Plijidi-Goueloù, deuet da vezañ Senven. 250 m uhelder eo an dosenn uhelañ, hag ar bourk a zo en 207 m uhelder. 638 annezad a oa enni e 2006, 120 den ouzhpenn ma veze kontet tud Skolaj Diwan Bro-Dreger.
  • Régis de Saint-Jouan ː Plesidy en Goëllo, pe Plesidy Léhart evit ul lodenn, Plesidy en Treguer pe Plesidy-Kerpezre evit al lodenn all
  • Romaned zo bet amañ rak kavet ez eus bet restajoù ur c'hamp roman war dachenn ar gumun.
  • Er VIvet kantved ez eo bet diazezet ar barrouz gant Sedi, ur manac'h breizhat dianavezet moarvat, hag en deus roet e anv d'ar vro. Plijidi a dalvez kement ha "ploue" pe parrouz an aotrou "Sedi" . Un anv eo hag a oa douget e Kembre gwechall-gozh ivez.
  • E 1371, e oa anvet Plijidi, Ploesedi. Bet eo anvet Plijidi-Treger goude se ivez.

XIXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 30 Mae 1886 ː maen diazez iliz Sant-Pêr.
  • 2 Here 1887 ː lidet eo iliz Sant-Pêr.
  • Mervel a reas 90 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 5,27 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
  • Gant an arme alaman e voe aloubet ar gumun e-pad an Eil brezel-bed. Er savadur a zo ur skolaj bremañ e oa bet graet un ti-lojañ soudarded. E-pad ar brezel-se e oa kalz a dud eus ar vro o stourm a-enep dezhi, hag un emgann bras a zo bet nepell alese e Koad Malaouen.
  • Makiz Plijidi a zo bet savet d'ar Iñ a viz Genver 1944 (kabiten ː Branchoux). Taget eo bet gant an Alamaned d'ar 27 a viz Gouere 1944.
  • Kemeret e voe 12 002 Lur en ti-post, gant izili eus ar Rezistañs moarvat, d’ar 4 a viz Even 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[4].
  • Mervel a reas 21 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar c'halvar hag ar chapel.
  • Chapel ha kalvar Sant Erwan.
  • Maen-hir Kaelouan, bet enrollet e 1887;
  • Monumant ar re varv.
  • Kalvar Feunteun ar C'hlan
  • Maner Toull ar Golled, bet enrollet an 28 Mae1927;
  • Chapel Sant Alor
  • Chapel an Drinded (1779 evit ul lodenn), hag e groaz
  • Chapel Sant-Alor (fin XVIIIvet)
  • Chapel Sant-Erwan, gwechall Sant-Jakez (dismantroù), bet enrollet an 31 Meurzh 1926;
  • Kastell Medig (XVIIIvet), diskaret goude un tan-gwall eus 1960. Roet en devoa e anv d'ar familh Cormier du Médic.
  • Feunteun Sant-Pêr, e-kichen ar bourg;
  • Feunteun Santez-Anna e Kerhenry; o vont da get.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn ha kartenn-bost[6].
  • Plakenn ar re varv (1914-1918 ha 1939-1945) en iliz katolik, luc’hskeudenn[7].
  • Monumant ar Rezistanted bet lazhet gant an Alamaned e miz Gouhere 1944, luc’hskeudenn[8].

Emdroadur ar boblañs

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur poblañs Plijidi abaoe 1793

Buhez ar gumun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div skol hag ur skolaj a zo e Plijidi: ur skol bublik gant tro-dro da 55 bugel enni, ur skol brevez (Sant-Jozef) gant war-dro 30 bugel ha Skolaj Diwan Plijidi gant 139 skolajiad (2008-2009) ha 202 e 2011-2012. E ti-kêr Plijidi ez eus pemp den o labourat.

Ar Brezoneg er Skol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[9].

Skolaj Diwan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ur skolaj Diwan a zo eno abaoe 1995[10]. Ar skolaj nemetañ eo er gumun[11].
  • E distro-skol 2022 e oa enskrivet 207 skolajiad e skolaj Diwan Plijidi[12].

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
le Baezhre,

Aotrounez Tananguen ha Lanlay

En argant e leon en gul krabanet ha teodet en sabel
de Bégaignon

Aotrounez Suzle

Plezek etre argant ha gul
Cormier du Médic,

aotrounez Medig

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ (fr)
  2. ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  3. 1 2 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  4. ↑ (fr)Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 279, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  5. ↑ (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  6. ↑ (fr)Memorial Genweb
  7. ↑ (fr)Memorial Genweb
  8. ↑ (fr)Memorial Genweb
  9. ↑ (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  10. ↑ (br)Lec’hienn ar skolaj
  11. ↑ (br)Studiadennoù dre diriad Ofis Publik ar Brezhoneg
  12. ↑ (br)Distro-skol ar c’helenn "divyezhek"