Mont d’an endalc’had

Winchester Model 1200

Eus Wikipedia
Winchester Model 1200


Ur fuzuilh-pomp Winchester Model 1200 dezhi ur c'harger hiraet
Kinnig
Bro Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Doare Fuzuilh flour he c'hanol
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre bomp
Munisionoù Kalibr 12
Kalibr 16
Kalibr 20
Kambroù 70 mm ha 76 mm
Produer Winchester Repeating Arms Company
Mare produiñ 1964 - 1980 (Model 1200)
1980 - 2006 (Model 1300)
Abaoe 2006 (Winchester SXP)
Perzhioù teknikel
Stumm milourel "Riot gun"
Mas 2,9 kg
Hirder 938 mm / 1 034 mm
Hirder ar c'hanol 457 mm / 508 mm

Endalc'h Karger korzennek 4 c'hartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Winchester Model 1200 zo ur fuzuilh-pomp bet produet gant an embregerezh stadunanat Winchester etre 1964 ha 1983, ha dindan anvioù all etre 1983 ha 2006 (Model 1300) hag abaoe 2006 (SXP).

Ur soudard eus Gward Broadel an Arme eus Arizona o tennañ gant ur Winchester Model 1200 (2015).

Istor ha deskrivadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Winchester a baouezas da broduiñ ar fuzuilh-bomp M1912 e 1964, pa oa re ger da ober. En he flas e voulc'has ar Model 1200, a oa marc'hadmatoc'h da ober[1]. Er memes koulz e kreske an ezhommoù armoù nevez en US Army abalamour da vrezel Viêt Nam. Ar stumm eus ar Model 1200 pourveziet d'ar soudarded a c'halle bezañ staget ur vaionetez oute ; ar Model 1200 e voe an Trench gun diwezhañ bet dibabet gant al lu stadunanat[2].

Kalz a stummoù sivil eus an arm a voe savet evit ar chase koulz hag evit ar sportoù tennañ, e kalibroù 12, 16 hag 20, ha e kambroù 70 mm da gentañ ha 76 mm war-lerc'h. Kemmoù bihan a voe degaset d'an arm e 1983, a voe gwerzhet dindan an anv Model 1300 diwar neuze. Ar Winchester SPX modern hag an FN TPS belgiat zo diazezet war ar Model 1300[3].

  1. ↑ (en) POPENKER Maxim, Winchester model 1200 shotgun (USA), Modern Firearms (lennet d'an 02/03/2026)
  2. ↑ (en) CANFIELD Bruce N., Winchester Model 1200: Uncle Sam's Last Trench Gun, war American Rifleman, 01/07/2024 (lennet d'an 02/03/2026)
  3. ↑ (en) WAHL Paul, Gun trader's guide, Thirteenth Edition, Stoeger, pp. 473-475
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan